Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/477

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
465
d’ar Vuez Devot.

ment bennâc alies na ve quet necesser deoc’h lavaret piou eo evit cals a ræsonou) rac ar franchis hac ar fermete-se da avoui e fell deomp servicha Doue hac ez omp en em determinet d’e garet gant un affection special, a so agreabl bras d’e Vajeste divin, dre na fell quet dezàn hor be mez evintàn nac evit e Groas. Ha goudese an dra-se a drouc’h an hent ouz cals a escouçou hac a zisaliou a falsfe d’ar bed da ober evit hon distrei diouz hon dessein, hac hon oblich ive d’e bourchu evit souten hon reputation. Ar Filosophet gueichal a buplie penaus oant Filosophet evit ma visent leset da gundui ur vuez Filosoph : ha ni a dle ive rei da anaout penaus hon eus desir d’an devotion evit ma vezzimp leset da gundui ur vuez devot. Mar lavar unan bennâc deoc’h penaus e c’haller beva devotamant hep observi an avisou hac an exerciçou-mâ, na livirit quet ar c’hontrol ; hoguen respontit, abalamour penaus eo quer bras hoc’h infirmite, ma hoc’h eus izom eus a vui a sicour hac a voyenou, eguet na ve ret evit ar re-all.

Erfin, va Philotee gueaz, me ho suppli dre guement so a Sacr hac a Santel en Eê hac en douar, dre ar Vadiziant hoc’h eus recevet, dre an ivron a sunas Jesm-Chrisi, dre ar galon charitabl pe gant hini ho caras, ha dre an entraillou eus an drugarez pe en hini e c’hesperit, continuit ha perseverit en des-