Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
28
Introduction.

e ober, mar de possibl, diouz ar mintln, pehini eo an amser ar propra evit an oll actionou eus ar speret hac e teüot er rest eus an deiz da ober reflection var ar Veditation-sè, pehini ho pezo great diouz ar mintin : hoguen ma na douch quet c’hoaz desquet da ober Meditation, n’hoch eus nemet guelet ar pez a vezo lavaret, en eil Quevren eus al Levr-mâ var guemense ; o c’hortos e lequeomp amâ er guenta Meditation an actou ordinal pere a vez great er gommançamant hac er fin eus ar Veditation, da lavaret eo er breparation hac er gonclusion eus an Oræson Mental.




AR GUENTA MEDITATION
hac an navet chabistr,
Var ar mad en deveus great Doue evidomp d’hor beza crouet.


preparation da vedita
1. En em liquit e presanç Doue dre un Act a Feiz er fæçon-mâ.


VA Doue, me a gred gant ur feiz gre penaus emaon amâ e presanç ho majeste, me hoc’h ador eta gant brassa respet hac humilite a so possibl din.

2. Supliit ar Speret santel d’hoc’h inspira da ober ervat ho Meditation, oc’h ober un