Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
29
d’ar Vuez Devot.

Act a invocation er fæçon-mâ.

Veni, Sancte Spiritus, reple tuoru~ corda fidelium, & tui amoris in eis ignem accende. Emitte spiritum tuu~ & creabuntur & renovabis faciem terræ. Oremus.


DEus, qui corda fidelium sancti Spiritus illustratione docuisti, da nobis in eodem spiritu recta sapere & de ejus semper consolatione gaudere. Per Christum, &c.

Speret Santel, me a ene ervat penaus ne allàn netra hep un asistanç particulier eus ho madelez ; roit dîn, mar plich gueneoc’h un darn eus o sclerigen hac eus o craçou evit ma rîn ervat an oræson-mâ.

3. Dirigit hoc’h intention dre an Act-mâ.

Me a brotest, o va Doue, penaus ne fell din clasq en oræson-mâ nemet ho cloar ha silvidiguez va Ene. Ne fell din hoc’h anaout nemet evit ho caret hac ho servicha : me a renonç a vremâ d’an oll distractionou pere a alle dont din, ha d’an oll enclasq eus va amour propr, evit na rin er Veditation-mâ nemet ho volontez pur hac adorabl.

An Actou-mâ eus a breparation a reot ato e commançamant peb-unan eus ar Meditationou all.

Considerationou, da lavaret eo an traou a dleer da gonsideri var ar sujet-màn.


COnsiderit da guenta penaus ne deus nemet un nebeut bloaveziou aba na de-