Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
30
Introduction.

doc’h quet er bed, ha ne doac’h netra tout : pelleac’h edom-ny neuse’ta, o va Ene ? queit amser a yoa aba edo ar bed ; ha ne doa guer ac’hanom-ni !

D’an eil. Doue en deveus o tennet eus an netra-se, evit rei deoc’h ar pez ma zouc’h non pas ma en divise izom ac’hanoc’h, nemet dre e vadeiez pur en hoc’h andret.

D’an tredec. Considerit petra ouc’h great gant Doue ; rac great ouc’h gantâ ar c’henta nac an nopla tra a so da velet er bet-mâ, da lavaret eo un den capabl da veva eternelamant, ha d’en em unissa parfetamant gant e Vajeste divin.


Affectionou ha Resolutionou


Da guenta en em humiliit muia ma ellot dirac Doue, o lavaret a galon gant ar Salmist. O va Autrou, me a so dirazoc’h evel ur guir neant, ha penaus hoc’h eus-hu bet memor ac’hanon-me d’am c’hrouei ? Allas ! va Ene, abymet oaz ebarz en neant ancien-se, hac e vises ennâ c’hoaz bremà, ma n’en divise Doue da dennet anezàn, ha petra a rafes-te ma vises choumet en netra-se ?

D’an eil rentit graçou da Zoue : O va C’hroüeur bras ha mad, peguen obliget oun-me dec’hu d’am beza termet eus va netra evit va renta dre ho trugarez ar pez ma zoun ? petra vezo a rin-me biquen evit meuli