Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/43

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31
d’ar Vuez Devot.

ha glorifia hoc’h hano santel, hac evit trugarecaat ho madelez infinit, e c’his ma e dleet ?

D’an trede ho pezet mæs ha confusion. Hoguen allas ! va C’hroueur, eleac’h en em unifia gueneoc’h o tonet d’ho caret ha d’ho servicha, ez on en em revoltet hoc’h enep dre va inclinationou direglet, oc’h en em separi hac oc’h en em bellaat diouzoc’h, evit en em staga ouz ar pec’het, hep renta mui a enor nac a respet d’ho madelez muguet pa na vise quet c’hui ho pise va c’hrouet.

D’ar pevare en em anavezit hac en em iselaït dirac Doue. O va ene, gouez ervat penaus eo an Autrou eo da Zoue, èn eo en deveus da c’hreat, ha ne dout quet en em chreat da-unan. O va Doue, me a ene ervad ez oun an ouvraich eus ho taouarn.

Ne fell din mui eta hivisiquen en em blijout enon va-unan, pa na doun netra eus va c’hostez va-unan. Peveus a dra en em c’hlorifie-te, poultr ha ludu, p’evit lavaret guell, guir neant ma zout ? Peveus a dra e fell dide en em evanti ? Hac evit en em humilia, e fell din ober an dram’an dra, suporti an disprigeanç-m’an disprigeanç : me a fell din chench a vuez, hac heuly hivisiquen va C’hroueur, ha renta enor dezàn eus ar pez ma zoun great gantàn, oc’h en em impligea tout-antier da oboissa d’e volontez dre ar moyenou pere a vezo desquet din, hac a glevin gant va Zad spirituel.