Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
27
d’ar Vuez Devot.

bec’ho mui ; mæs pa er c’hassa dre ur Gontrition gre ha violant, ne zetest quet hepquen ar pec’het, hoguen detesti a ra c’hoas an oll affectionou, an oll depandançou hac an oll occasionou eus ar pec’het. Ret eo eta, Philotee, renta hor c’hontrition hac hon regret brassa ma vezo possibl deomp, evit ma en em astenno ar gontrition-se bete var an disterra apparanç eus ar pec’het. Evelse Madalen en he c’honversion a gollas en hevelep-fæçon ar goud eus he fec’hejou hac eus ar blijadur e devoa quemeret enno, na songeas enno biscoaz pelloc’h : ha David a broteste cassaat non pas hep-mui-quen ar pec’het, mæs ivez an oll henchou a gundu d’ar pec’het. Er pouent-mâ eo e consist yaouancaat ha nevezi an Ene, ar pez a comparaich ar memes Profet-se ouz an Ægl, pehini a so ul labouç hac a zeu ive d’en em nevezi ha d’en em yaouancaat. Mæs evit erruout gant an amprehansion hac ar gontrition-se peveus a re hon eus comset, eo ret e veac’h sourcius d’en em exerci er meditationou a so ama varlerc’h, pere, mar o fratiquit ervat, a zisgrizienno, moyenant graç Doue, eus ho calon ar pec’het hac an affectionou principal eus ar pec’het : Evelfe ivez em eus ii dresset toutafet evit an usaich-se; hac e reot an eil meditation goude e ben hervez ma em eus-ii merquet, o quemeret unan bemdez hepquen, hac oc’h