Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/455

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
443
d’ar Vuez Devot.


5. Evit fæt ho comsou, ne zeut-hu quet d’en em bompadi en eil fæçon p’en e ben ? n’en em flatit-hu quet o coms ac’hanoc’h hoc’h-unan ? n’hoc’h eus-hu quet ar subtilite da zigaç ho meuleudi hoc’h-unan var an tapiç aviziouigou ?

6. Evit hoc’h œuvrou, ha ne guemerit-hu quet ur blijadur bennâc control d’ho yec’het ? me a entent ur blijadur vean, inutil, chom re da veilla hep sujet, pe satisfia re d’ho coud, hac an seurt traou-se.




AR C’HUEC’HVET CHABISTR.
Examen var ar stad eus hon Ene en egard d’hon Nessa.


REd eo ervat e teue an eil pried da garet eguile gant ur garantez douç ha pæsibl, ferm ha continuel, hac er graent principalamant abalamour ma c’hordren Doue ha ma sell dezàn quemense. Ar memes tra a lavaràn evit ar vugale hac ar guerent tost, ha c’hoaz evit ar vignonet peb-unan diouz e renq.

Mæs evit coms e general, penaus ema ho calon-hu en egard d’ho nessa ? ha c’hui er c’haren sinceramant hac abalamour da Zoue ? Evit anaout ervad quemense, e renquit en em represanti deoc’h hoc’h-unan certen tud dic’hraç, disprijus hac a voual humor ; rac