gant piou, ha pe en occupationou ezomp bet. D’an trede mar quefomp hon eus great ur mad bennâc, e trugarecaomp Doue eus a guemense : mar hon eus great er c’hontrol un droug bennâc, pe dre songesonou, pe dre gomsou pe dre oeuvrou, echoulennõp pardon a guemense ouz e Vajeste divin, hac e quemeromp ar resolution da vont da gofes er guenta occasion, ha da lacat hor poan d’en em amanti. D’ar pevare e recommandomp d’ar brovidanç a Zoue hor c’horf, hon ene, an Ilis, hon tud, hor c’herent hac hor mignonet. Erfin e pedõp ar Verc’hes hon Itron, hon Eal mad hac ar Sent da gaout sourci ac’hanõp ha da veilla evidomp ; ha goude beza goulennet e venection ouz Doue, e zeõp da guemeret ar repos pehini a so necesser deomp.
Ne dleer jamæs mancout d’an exerciç-mâ diouz an nos quennebeut ha d’an hini diouz ar mintin : rac dre an exerciç diouz ar mintin e tigorit prenestou hoc’h ene d’an Heaul a justiç, ha dre an exerciç diouz an nos o serrit ouz an devaligen eus an Ifern. An eil hac eguile a gueffot e Lêvr ar C’hanticou Spirituel.
Hilotee, amâ eo e tesiràn a greis va c’halon, ec’heuliac’h va avis : rac unan eo eus ar moyenou assura d’en em avanç en