hent eus ho silvidiguez. Antretenit liessa ma c’hellot ahet an deiz ho speret e presanç Doue dre voyen unan bennâc eus ar peder fæçon am eus merquet deoc’h en eil chabistr eus ar guevrern-mâ : sellit petra a ra Doue, ha petra a rit hoc’h-unan ; guelet a reot e zaoulagat troet varzu-ac-enoc’h hac o sellet ouzoc’h continuelamant gant ur garantez hep e far. O va Doue, a leverrot-hu, petra n’am eus-me ar guel ac’hanoc’h ato, couls ha ma hoc’h eus ato ar guel ac’hanon ? perac e songit-hu enon-me quement, o va Autrou ; ha perac e songeàn-me enoc’h-hu quen nebeut ; p’eleac’h emaomp-ni, o va ene ? hor guir blaç eo Doue, ha p’eleac’h eo en em guefomp-ni ?
Evel ma o deveus al laboucet o neiziou evit en em retira enno pa o devez izom, ha ma o deveus ar c’harvet o bojennou hac o c’hreou pe en re en em boulsont hac e cuzont evit quemeret ar frescadurez hac an disheaul en han ; toudememes, Philotee, e tle hor c’halonou quemeret ha choas ur plaç bennâc bemdez pe var Menez Calvar, pe e gouliou hor Salver, pe en tu-all bennâc a dost dezàn, evit en em retira eno e peb-seurt occasion hac evit en em disquiza diouz an occupationou exrerieur, ha beza eno evel en ur c’hre evit en em zifen ouz an dentationou. Eürus vezo an Ene a allo lavaret d’hor Sslver gant guiryonez ; c’hui eo an