ty eus va refuich, c’hui a so din ur c’hre assur, un doen a enep ar glao, hac un disheaul a enep an domder.
Ho pezet memor eta, Philotee, da ober ato cals a retrejou er solitud eus ho calon, oc’h antren alies a speret enoc’h hoc’h-unan, endra emaouc’h a gorf occupet etouez an dud hac en hoc’h afferou : hac ar solitud a speret-se, ar retret spirituel-se ne ell beza morsetout ampechet dre an nombr bras eus ar re so en dro deoc’h, rac n’emaint quet en dro d’ho calon nemet hepquen en dro d’ho corf, en hevelep-fæçon ma chom ho calon e-unan e presanç Doue. Hennez eo an exerciç a rea ar Roue David etouez quen alies a occupationou evel en devoa, eguis ma en ro e-unan da anaout e mil andret eus e Salmou ; evelse eo e lavar : o va Doue, me a so ato gueneoc’h ; me a vel ato va Doue dirazon ; me am eus savet va daoulagat var-zu-ac-enoc’h, o va Doue, c’hui pehini a ra ho temeuranç en Eê ; va daoulagat a so ato etrese Doue. An antretienou hac an occupationou en devez un den gant an dud ne dint quet ordinal quer serius na ell aviziou tenna e galon anezo, evit ober dezàn antren er solitud interieur-mâ.
Goude ma o devoa Tud Santes Cathel a Sienne lamet diganti peb commodite da bidi ha da vedita, hor Salver e inspiras da ober un oratoric interieur en he speret, evit en