em retira ennàn spirituelamant hac evit ma chalfe vaqui d’ar solitud ha d’ar retret santel-mâ eus ar galon etouez an afferou exterieur. Hac ac’houdevez pa veze attaquet gant ar bed, ne receve incommodite ebet diountâ ; abalamour, emezi, ma en em anferme en he c’habinet interieur, eleac’h ma en em gonsole gant he fried celestiel. Evelse ivez pelloc’h e roe avis d’he bugale spirituel da ober ur gampr en o c’halon evit chom enni.
En em dennit a speret aviziou eta en ho calon , evit ma viot eno separet diouz an dud, ha ma c’hellot treti gant Doue calon ouz calon evit hoc’h ene, o lavaret ec’his David ; beillet em eus hac oun en em rentet henvel ouz ar pelican er solitud ; edon evel ma vezur gaouen er c’hoz edifiçou hac evel ma vez ur filip e-unan en doen : Ar c’homsou-mâ, ouzpen ar sinification literal anezo, pe dre hini e tisquezont penaus e quemere ar Roue bras-se un heur bennâc aviziou evit chom en e bart e-unan da gontempli traou spirituel, a ro deomp c’hoaz da entent, hervez ar sinification mystic anezo, teir seurt retret excellant, hac evel teir hermitaich pe en re ec’hellomp exerci hor solitud diouz an imitation eus hor Salver, pehini var menez Calvar a oue ec’his ar Pelican eus ar solitud, pehini a lavarer, a rent gant e c’hoad ar vuez d’e laboucet munut pa vezont maro : en e c’hinivelez en ur c’hraou desert e oue