Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/301

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
289
d’ar Vuez Devot.

habitud hac e maniel a ziscours hep sonjal er pez a leveront ; ha goude o beza lavaret, e ra avis dezo ez int an hevelep tud ma tisquezont beza dre ar c’homsou caër-se ; ar pez ne de quet cousgoude.

Quememàn a aller da lavaret c’hoaz evit arreti ar goal acustumanç pehini o deveus cals a dud memes ar re zevod da brononç alies hep reveranç ebet an hano a Zoue, pe a Jesus, pe a Vari hac an seurt hanvou sacr-se, pere a glever bep tro en o guenou avisiou so-quen e farçou, e coleriou hac e discoursou impertinant, en despet d’an eil Gourc’hemen a Zoue pehini a zifen na brofanimp ha na guemerrimp ezvean an hanvou sacr ha santel pere a apparchant ouz Doue hac ouz ar Sent. [1]




AR SEIZVET CHABISTR
varnuguent.
Evit an honestis er c’homsou hac evit ar respet pehini a dleer d’an dud.


PIou bennâc ne beac’h quet dre e gomsou
, eme Sant Jaques, a so un den parfæt. Liquit evez mad na laosquac’h coms disonest ebet eus ho quenou : rac peguement bennâc na lavarrac’h quet ar c’homsou-se gant ur goal intention, cousgoude ar re o c’hleo a ell o receo en ur fæçon-all. Ar goms di-

  1. Ar pennad moullet dre lizherennoù stouet a zo bet ouzhpennet gant ar Brizh, ha n'ema ket ebarzh en destenn orin. [Notenn gant Wikimammenn]