sonest o coueza en ur galon sempl, a zeu d’en em asten ha d’en em leda evel ur berad eol var ar mezer, hac aviziou e teu da sesia ar galon en hevelep-fæçon, ma teu d’e c’harga eus a vil songeson hac a vil dentation lubric. Rac evel ma c’hantre poueson ar c’horf dre ar guenou ; e c’hantre ive poueson ar galon dre ar scouarn ; hac an teod pehini a brodu ar poueson-se, a so muntrer, abalamour, peguement bepnâc dre avantur n’en deffe grêt droug ebet ar vinim pehini en deveus taulet, o veza cafet calonou ar re er c’hleve preservet gant ur c’hontrepoueson hac ur remed bēnâc, cousgoude ne de quet diouz ar valiç eus an teaud binimus-se eo ez e depandet n’en deveus grêt dezo mervel e graç Doue. Na lavaret den din penaus ne sonch quet en dra-se : rac hor Salver, pehini a ene ar songesonou, en deveus lavaret penaus ar guenou a barlant diouz abondanç ar galon. Ha ma na sonjomp quet er pez a leveromp, an droug-speret cousgoude a soinch cals, hac en em servich ato secretamant eus ar goal gomsou-se evit treusi calon unan bennâc ganto. Lavaret a reer penaus ar re o devez debret eus a ul lousaouen galvet an Angelic, a vez ato ur c’huez douç hac ar agreabl gant o alan : hac ar re o deveus an honestis hac ar chastete en o c’halon, pehini eo ar vertuz angelic, a vez ato ive o c’homsou pur,
Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/302
Neuz