Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/443

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
431
d’ar Vuez Devot.





AN EIL CHABISTR.

Eleac’h ma considerer ar mad pehini a ra Doue deomp oc’h hor guervel d’e servicha hervez ar brotestation lequeat amâ diaraoc en uguentvet Chabistr eus ar guenta Quevren.

1.
COnsiderit ar poenchou eus ho protestation. Ar c’henta eo da veza quiteat ha detestet peb pechet marvel ha renoncet dezâ evit jamæs : an eil eo da veza dediet ha consacret hoc’h ene, ho calon, ho corf ha quement a zepand diouzoc’h da garantez ha da servich Doue : an trede eo, mar gu’erru gueneoc’h coueza en ur pec’het bennâc, ma seffot anezàn souden moyenant ar c’hraç a Zoue ; mæs ha ne d’e quet ar re-se resolutionou caer, just, dîn ha generus ? Songit ervat en hoc’h ene peguer santel, peguer ræsonabl ha peguement eo ar brotestation-se da veza desiret.

2. Considerit pe da biou hoc’h eus great ar brotestation-se, rac da Zoue eo. Mar deo ar brotestation ræsonabl great d’an dud e hon oblich quement, peguement hon oblich mui ar re hon eus grêt da Zoue ? Ah ! va Doue, eme Zavid, dec’hu eo e deveus va c’halon e lavaret, dec’hu eo e deveus proposet ar goms vad-se ; jamæs ne ancounec’haïn.