Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/442

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
430
Introduction

minet ha dresset ar resordou eus e galon, evit e renouveli ervat, a dle e eolia gant ar Sacramanchou a Gonfession hac a Gommunion. An exerciç-mâ a raparo ho nerz pehini a yoa discaret gant an amser, a dommo ho calon, a nevezo ho resolutionou mad hac a lacai ar vertuziou eus ho speret da vleunvi.

Ar Gristenien ancien a veze sourcius da bratica quememâ bep bloaz da guènver an deiz ma oue badezet Hor Salver, hac e teuent neuse, evel a lavar Sant Gregor a Nazianze, da renouveli ar brofession hac ar brotestation eus o Badiziant : greomp ar memes tra, va Philotee, oc’h en em zispos volontieramant da guemense, hac o lacat hor poan hac hor sourci d’e ober ervat. O veza choaset eta un amser convenabl hervez an avis eus ho Tad spirituel, hac o veza en em retiret er solitud en ho part hoc’h-unan hac a gorf hac a speret mui eguet an ordinal, peautramant er Retret, e reot unan pe ziou pe deir meditation var ar poenchou pere a so amâ varlerc’h, o c’heul ar method hac ar fæçon da vedita pehini am eus disquezet deoc’h e commançamant an eil Quevren eus al Lêvr-mâ.


————