fall couls ha gant an hini vad, evel a rea Sant Paul ; evit ma c’hallimp lavaret gant David : o va Doue, abalamour deoc’h eo em eus souffret an dismeganç hac ez e bet goloet va bisaich gant ar vez. Excepti a ràn coulgoude certen crimou quer grevus ha quen iffam, na dle nicun souffr beza blamet ha calomniet anezo, pa ell en em justifia diouto legitimamant. Excepti a ràn ive certen personachou diouz reputation pere e tepand silvidiguez cals ; rac er c’hasiou-se eo ret pourchu pæsiblamant ar reparation a enor eus an injur recevet, hervez an avis eus an Deologianet.
R C’hrem pe an Oleo sacr peveus a hini en em servicher en Ilis Doue, dre dradition an Ebestel, evit ar Confirmation ha certen Benedictionou, a so composet eus a eol olives mellet gant baum, pehini a rebresant etre an traou-all an diou vertuz gaer ac agreabl pere a veler sclear er Personaich sacr eus hor Salver, ha pere en deveus recommandet deomp particulieramant, evel pa ve dreizo ispicial e tleffe hor c’halon beza consacret d’e servich hac appliquet d’e imita. Disquit guene-me, emezàn, penaus ez oun