Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/207

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
195
d’ar Vuez Devot.

tis sot-se, mar de noasus an dra-se d’ar reputation ; rac ar reputation a dal mui eguet peb seurt contantamanchou vean. Hoguen mar deo evit en em exerci er vertuz, evit en em avanç en devotion hac evit querzet etrese ar mad eternel eo e teuer da vurmuri, da c’hrouignal ha da zroug-coms en hon enep, lesomp ar chaç da harzal ouz al loar ; rac mar guellont excita ur goall istim bennâc a enep hon reputation, ha trouc’ha pe rasa erc’hisse ar bleo hac ar varo eus hon hano mad, souden e savo adarre, hac ar rasouer eus an droug prezec a servicho evit hon enor, evel ma servich ar sarp evit ar vinien, pehini a laca da rei abondanç a ræsin oc’h e zailla.

Hor bezet ato hon daoulagat var Jesus-Christ crucifiet : querzomp en e servich gant fizianç ha gant simplicite, mæs gant furnez ha gant discretion. Èn vezo ar protecteur eus hon reputation ; ha mar permet e ve lamet digueneomp, ne vezo nemet evit renra deomp un all guell, p’evit ober deomp profita en humilite santel peveus a hini un onç hepquen a dal mui eguet mil livr eus a enor. Mar bezemp blamet en injust, opposomp gant peoc’h ar virionez d’ar pez a lavarer ac’hanomp e faus. Mar perseverer d’hor c’halomnia, perseveromp d’en em humilia, o lacat evelse hon reputation gant hon ene etre daouarn Doue : ne ouffemp quet e assuri guell. Servichomp Doue gant ar reputation