Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/206

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
194
Introduction

d’an deliou, da lavaret eo ar mad interieur ha spirituel da bep seurt mad exterieur. Jalous e tleomp beza eus hon hano mad, ha hon pas idolatret ; hac evel na dleomp quet offansi lagat ar re vad, ne dleomp quet ive contanti lagat ar re vechant. Ar varo a so un ornamant da visaich ar goas, hac ar bleo da hini ar vaoues : mar bez tennet toutafæt ar varo eus ar c’hroinch hac ar bleo eus ar pen, difficil bras eo e c’halle biquen sevel adarre ; hoguen ma na vez nemet trouc’het hepquen, ha memes raset, e cresco souden goudese hac e teui so-quen da veza crehoc’h ha stancoc’h. Evelse ive, peguement bennâc ma ve ar reputation trouc’het ha memes toutafæt raset gant teod an drouc-prezeguerien, pehini, eme Zavid, a so evel ur rasouer lem, ne ranquer quet en em inquieti a guemense, rac souden e savo hac e cresco adarre da veza non pas hepmuiquen quer caer ha ma zoa, mæs da veza c’hoaz creoc’h ha cerzzoc’h eguet diaguent. Hoguen mar deu hor viçou, hon lachete hac hor goall vuez da lamet toutafæt hon reputation digueneomp, e vezo dies bras e saffe biquen mui, abalamour ma ze diframet ar c’hrizien anezi ; rac ar c’hrizien eus ar reputation vad eo ar vuez vad ive, pehini endra bad gueneomp a ell produi ato a nevez an enor a so dleet dezi. Ret e quitât an antretien vean-se, ar pratiq inutil-se, ar garantez friol-se, an hen-