Mont d’an endalc’had

Quenta quevren - An decvet Meditation hac an trivec’hvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 60-64)





AN DECVET MEDITATION
hac an trivec’hvet chabistr,
Amâ e teu an Ene da choas ar vuez devot.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue. 2. En em humiliit dirazàn. 3. Goulennit e assistanç.


Considerationou ha Reflexionou.


EN em imaginit penaus emaouc’h adarre hoc’h-unan gant hoc’h eal mad en ur mesiou ledan, hac e velit an tu cleiz deoc’h an Diaoul asezet var un Tron huel ha bras gant cals a sperejou infernal en e guichen, hac ur vanden vras a dud monden tro-var-dro-dezâ pere a zeu oll d’en em humilia dirazàn, d’e anaout ha d’e enori evel o Mæstr hac o Autrou, darn evit ar pec’het-mâ, darn evit ar pec’het hont. Sellit pebez contananç a zalc’h an oll gourtisanet maleürus eus ar Roue abominabl-se. Sellit darn anezo fuloret gant ar gassouni, gant an avi ha gant ar goler, darn all oc’h en em laza ; darn all e chagrin hac e pres da zestum danvez ; darn all o songeal er vanite hep caout plijadur ebet a guement na ve inutil a vean, darn all sujet d’ar plijadurezou vil, corrompet ha breinet en o affectionou brutal. Sellit penaus emaint oll hep repos, hep urz hac hep reglamant ebet. Sellit penaus e teu an eil da zisprigeout eguile anezo ha n’en em gueront nemet hervez an apparanç. Erfin guelet a reot un assamble maleürus a dud quer geinet dindan ar Roue milliguet-se, ma ho pezo truez outo.

2. An tu deou considerit Jesus-Christ crucifiet, pehini gant ur garantez cordial a bed evit an esclavet guez-se d’an Diaoul, evit ma sortiint eus a zomination an Tyrant-se, ha ne baoues oc’h o guervell daventâ. Sellit ar vanden vras a dud devot a so en dro dezàn gant o Elez Gardien. Sellit peguer caër eo ar Rouantelez-se a zevotion. En so ebat guelet ar gompagnunez-se a Verc’heset, Gouaset ha Merc’het guennoc’h eguet ar fourdilis ; an assamble-se a Intâvezet leun eus a ur vortification hac a un humilite santel ! Considerit ar renq eus a un nombr bras a dud demezet, pere a vêv assambies en o Friedelez gant un hevelep douçder, hac un hevelep respet an eil evit eguile, ma tisquezont ervat ez e bras carantez Doue en o c’halon.

Sellit penaus ec’h accord an Eneou devot-se ar sourci eus o zieguez exterieur gant ar sourci eus o interieur, hac ec’h accordont ar garantez evit o Friedou a so var an douar gant ar garantez evit o Fried Divin a so en Eê. N’hoc’h eus nemet sellet outo partout, hac o guellot oll en ur gontananç santel, douç hac amiabl, o clevet hon Autrou Jesus-Christ pehini a garrent da blaci e creis o c’halon.

En em rejouissa a reont, mæs gant ur joa gracius, charitabl ha reglet mat ; en em garet a reont, mæs gant ur garantez sacr ha pur meurbet. Ar re a so affliget eus ar bobl devot-se, n’en em dourmantont quet cals, na ne gollont quet a gouraich : Bref ha c’hui na vel anaoulagat agreabl eus hor Salver, oc’h o c’honsoli, hac ii oll assambles o trei o c’halonou varzu ac ennân.

3. Quiteat hoc’h eus erfin Satan gant e vanden drist ha maleurus ; dre an affectionou mad pere hoc’h eus concevet, ha cousgoude ne douc’h quet choaz erruet gant ar Roue Jesus nac en em lequeat assambles gant e gompagnunez eürus ha santel a dud devot ; mæs ato ez ouc’h choumet e creis etre an eil hac eguile, me lavar etre Jesus ha Satan.

4. Ar Verc’hes santel gant Sant Joseph, Sant Lois, Santes Monica hac un infinite a Sent all pere a so e compagnunez ar re o deveus bevet etouez ar bed a zeu d’ho convia ha d’ho courachi d’en em lacat eus o c’hostez.

5. Ar Roue peini so bet crucifiet ho calv dre hoc’h hano propr : deut, o va mignon pe va mignones guer, deut, evit ma ho curunin.

Ar choas pehini a ra an Ene.

1. O bed fall, o trompler abominabl ! non, jamæs n’em guellot dindan hoc’h ansaign ; renoncet em eus evit mad d’ho plijadurezou ha d’ho vaniteou. O Roue a ourgouill, ô Roue a valeur, speret infernal, me hac’h abandon couls ha da oll bompou, me a tetest hac am eus cas ouz da oll œuvrou.

2. Hac oc’h en em gonvertissa ouzoc’h-u, va Jesus douç ha mad, Roue a eürusdet hac a c’hloar, me ho car gant an oll nerz eus va Ene ; me hoc’h ador a greis va c’halon, me ho choas bremàn hac evit biquen evit va Roue, hac evit va Frinç unic, m’en em offr da veza fidel deoc’h ato ; me a ra deoc’h un homaich ferm eus va c’halon ; m’en em soumet da oboissa d’ho Lezennou ha d’ho Gourc’hemennou santel.

3. O Guerc’hes sacr, va Itron guer, me ho choas evit va Rouanes, m’en em laca dindan hoc’h ansaign ; me a ofr deoc’h ur respet hac ur reveranç particulier. O va Eal mad, va fresantit d’an assamble sacr-se, n’am dilesit quet quen na vezin erruet gãt ar Gompagnunez eürus-se pe gant hini e lavaràn hac e livirin da jamæs, Gloar da Jesus, gloar da Jesus.