Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/271

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
259
d’ar Vuez Devot.

e-unan, ha ma roe dezi meuleudiou estrainch, peguement bennâc ma zoant celestiel. O Salver ar bed ! ar burete e deveus aon rac un Eal e furm un den, ha perac eta an impurere ne devezo-hi quet aon rac un den, pa ve memes e furm un Eal, mar deu d’e meuli dre veuleudiou humen ha sansuel ?




AR C’HENTA CHABISTR
varnuguent.
Avisou ha Remejou a enep ar goual vignounaichou.


HOguen pe seurt remejou da implija enep an nôeanç hac ar gruguel-se a garanteziou foll, a amourousdet hac a impurete ? Evel ma ho pezo an disterra santimant anezo, troït neuse-souden ar c’hostez-all, ha gant un detestation hac un horrol absolut ouz ar vanite-se, redit da Groas hor Salver ha quemerit e Gurunen-spern evit e lacat en-dro d’ho calon evit na dostaï quet al lern munut-se outi. Liquit evez mad na zeuach da ober nep seurt composition ouz an adversour-se. Na livirit quet : me er selaouo, mæs ne rin netra eus ar pez a lavaro din ; me a bresto dezàn va scouarn, hoguen va c’halon a revusin ountàn. O va Philotee, abalamour da Zoue, bezit rust ha distac en occasionou-se : ar galon hac ar scouarn en