Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/270

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
258
Introduction

alies d’ar brutalite ha d’an arraich : mæs ar vignounaich chast a so bepret honest, civil hac amiabl, ha ne aboutis jamæs nemet en un union pur ha parfet eus a sperejou ; ar pez so un imaich beo eus ar vignounaich eürus pehini e exercer en Eê.

Sant Gregor a Nazianze a lavar penaus ar paoun pa gri oc’h ober e rod, a excit cals ar Baouneset, pere e c’hleo, d’al lubricite : pa veler un den o rodal ivez, oc’h en em ajusti, hac o tont erc’hisse da gajoli, da gestal ha da ziscours e diouscouarn ur vaoues pe ur plac’h, hep dessein ebet a briedelez, quemense certenamant ne deo nemet evit e excita da un impudicite bennâc, hac ur vaoues a enor a serro he diouscouarn ouz ar c’hri eus ar paoun-se, hac ouz ar vouez eus ar chalmeur pe ar sorceur-se pehini a fell dezàn e sorci hac e chalmi gant finessa ; hoguen mar ro scouarn dezàn, allas ! gouazza sin eo an dra-se da goll souden he c’halon ! an dud yaouanc, pere a ra contanançou, fæçoniou, cherissamanchou, pe a lavar comsou pe en re ne garrent quet beza surprenet gant o zad, pe gant o mam, pe gant o frïed mar dint demezet, pe gant o c’honfessour pe gãt reall o deffe autorite varnezo, a zisquez ervat an hent-se penaus e comsont a draou pere ne dint quet conform d’an enor ha d’ar goustianç. Ar Verc’hes a oue troublet o velet un Eal e furm un den, abalamour ma edo