Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/272

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
260
Introduction

em gleo an eil ouz e-ben. Hac evel ma zeo impossibl arreti ur rivier pehini e deveus quemeret e lanç da zisquen divar ur menez, evelse ivez ez eo difficil bras na guezze souden an amourousdet er galon an-dal ma vez couezet er scouarn. Ar guevr, eme Alcmeon, a denn o alan dre o diou-scouarn ha non pas dre o difron ; Aristot cousgoude a lavar ar c’hontrol. Ne oun quet pehini anezo a lavar guir, mæs gouzout a ràn ervat penaus hor c’halon a denn e alan dre an diou-scouarn dre voyen pere e receo ar songesonou hac ar santimanchou eus ar re-all. Bezomp sourcius eta da ziouall hon diou-scouarn diouz an ear eus ar c’homsou sot, rac anes e ve neuse-souden ampoesonet hor c’halon ganto. Na selaouit nep seurt proposition a amourousdet pe var zigarez bennâc e c’halle beza. En occasion-mâ eo ne deus danger ebet evit beza incivil ha rustic.

Ho pêt memor hoc’h eus gouestlet ho calon da Zoue, hac ez e sacrifiet ho carantez dezàn. Ur sacrileich ve’ta lamet an disterra brusunen anezi digantàn, quent-se sacrifiit-hi adarre dezàn gant mil resolution ha mil brotestation ; hac oc’h en em zerc’hell er resolutionou-se evel ur c’haro en e gre, goulennit sicour ouz Doue : ho sicour a raï, hac e garantez a guemero hoc’h hini en e frotection, evit n’ho pezo quen carantez nemet evintàn. Mar douc’h attrapet e roue-