jou ar garanteziou foll-se, o va Doue, peguen difficil vezo dec’hu en em zilivra diouto ! en em liquit dirac e Vajeste divin, anavezit en e bresanç peguer miserabl ouc’h, ha peguemenr eo ar sempladurez hac ar vanite ac’hanoc’h, ha goudese gant ar brassa effort a galon pehini a vezo possibl deoc’h, detestit ar garanteziou fall-se pere hoc’h eus cõmancet, renoncit d’ar brotestationou vean ha d’ar bromessaou sot a so bet entrezoc’h, ha gant ur volontez vras hac absolut distaguit ho calon diouto, hac en em resolvit da viret na zeuot jamæs mui d’en em angagi er follenteziou hac en antretienou-se a garantez.
Ma c’hallac’h pellaat diouz an objet, me lavar, diouz an hini pehini eo ar but eus ho carantez sot, e c’happrouven cals an dra-se : rac evel ar re pere a so bet flemmet gant an aëret pe ganr ar serpant, ne ellont quet eas en em yac’haat e presanç ar re pere a so bet ivez flemmet a veich-all ec’his-do ; dememes difficil bras vezo da nep so flēmet gant ar garantez foll-se, en em yac’haat diouthi en dra vezo tost d’an hini a vezo blecet ive gant ar memes flem. Ar chenchamanr a blaç a servich cals meurbet evit appæsi an ardeur hac an inquietud quen eus ar boan quen eus ar garantez. An den yaouanc, peveus a hini e coms Sant Ambroas en eil lêvr eus ar Binigen, goude ma en devoa grêt ur veach