Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/274

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
262
Introduction

hir, a zistroas d’ar guear dilivret antieramãt diouz ar garanteziou foll pere en devoa bet ha chenchet en hevelep-fæçon, ma c’heureu ar respont-ma d’an amourouses sot pe ouz hini en devoa bet attaich a ziaguent, ha pehini oc’h e rancontr goude ma oa distro, a c’houlennas ountàn, pa vele ne rea man anezi, ha n’em enevit-hu quet, emezi ? me eo an hini ma oan quent. Ya-da, emezàn, hoguen-me ne doun mui an hini ma oan quent : o veza bet en em absantet hac en em belleat oue e teuas ar chenchamant eürus-mâ ennàn. Ha Sant Augustin a ro da entent penaus, evit soulagi ar c’heuz en devoue da varo e vignon en em dennas eus ar guear a Dagaste hac e zeas da Gartage.

Mæs nep na ell quet pellaat, petra a dle-èn da ober ? ret eo absolumant e teue da retranchi pep conversation particulier, peb antretien secret, peb sell douç, peb musc’hoarz, ha generalamant pep seurt communicationou ha familiariteou, pere a ell mezur an tan flerius ha moguedus-se a garanrez foll, pe da vuia oll mar de necesser e comse un den ouz nep ma en deveus an attaich fall-se, ne renq e ober nemet evit discleria e ber gomsou hardimant ha dic’hrecet an divorç hac ar separation en deveus protestet evit mad. Creha ma c’hallàn e crian ouz nep piou bennâc a so couezet e gripedou an amourousdet-mâ, taillit, trouc’hit, torrit