Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/412

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
400
Introduction

tristidiguez. Clasquit an anrretien eus an dud spirituel, hac hentit-ii muia ma ellot endra viot en ho tristidiguez ; hac erfin oll en em resinit etre daouarn Doue, oc’h en em brepari da soufr an dristidiguez enouus-se gant patiantet evel ur bunition just eus ho laouenidigoezou vean. Ha na zouetit morse-tout na zui Doue d’ho tilivra diouz ar boan-se goude beza exercet hac amprouvet ho paiantet hac ho fidelite.




AN TRIZECVET CHABISTR.
Var ar gonsolationou spirituel ha sansibl, ha penaus e tleer en em gomporti enno.


DOue a gonserv ar bed-mâ en ur genchamant continuel, pe dre hini an deiz a geinch ato en nos, an nevez-amser en hàn, an hàn e divez-amser, an divez-amser e gouàn, hac ar gouàn e nevez-amser, ha jamæs ne vez hènvel toutafæt an eil devez ouz eguile. Guelet a reer deveziou couabr, deveziou glao, deveziou sec’hor, deveziou avel hac ar genchamant-se a ro ur guenet agreabl d’ar bed universel-mâ. Ar memes tra a c’hoare gant an den pehini, evel a lavar ar re Ancien, a so un abrege eus ar bed : rac jamæs ne chom an den er memes stad, hac e vuez a red var an douar evel an dour, o vont a flod hac a rodel continuelamant evel ar goagou e naouspet fæçon dis-