Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/411

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
399
d’ar Vuez Devot.


Grit actionou exterieur eus a ferveur hac a garantez en andret Doue, pa o grac’h hep gout, o vriata imaich ar grucifi, oc’h e serra var ho peultrin, o poquet d’e dreid ha d’e zaouarn, o sevel ho taoulagad hac ho taouarn etrese an Eê, o lanci ho mouez etrese Doue dre gomsou a garantez hac a fizianç, evel ma zeo ar re-mâ : Va Doue, va muia caret a so din, ha me a so dezàn. Va muia caret a so ur boquet Myrh din, chom a rai etre va divron. Va daoulagat a languis varzu ac enoc’h, va Doue, en ur lavaret, p’eur em c’honsolot-hu-me ? O va Jesus, bezit din Jesus. Piou am dispartio-me diouz carantez va Jesus ? hac an seurt comsou tener-se. An disciplin quemeret gant moderation a so mad a enep an dristidiguez, abalamour ma teu an affliction exterieur-se pehini a guemeromp volontieramant var hor c’horf da obteni deomp digant Doue ar gonsolation interieur eus hon ene pehini, o santout ar boan a zianveas-se, a zistro e soinch diouz ar boan a ziabarz.

Ar frecantation eus ar Gommunion santel a so excellant ouz an dristidiguez, rac dre ar bouet celestiel-se e vez creheat ar galon ha rejouisset ar speret. Disculiit d’ho Tirecteur ha d’ho Confessour humblamant ha fidelamant quement dipit na yenien, ha quement santimant na tentation a zeu eus ho