Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/410

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
398
Introduction

douç ha deboner, Doue va c’halon, c’hui pehini e va joa, va esperanç, ar pried quer ha caranrezus eus va ene, hac an seurt comsou tener-mâ.

Controllit muia ma ellot an inclinationou eus an dristidiguez, ha peguement bennâc ma caffac’h e rac’h gant yenien, gant tristidiguez ha gant lachete quement a reor en amser-se, na list quet cousgoude n’er greot. Rac an adversour, pehini a bretant hon lentaat hac hon languissa en œuvrou mad dre an dristidiguez, o velet cousgoude penaus ne lesomp quet n’o greomp ato, hac e telont mui o veza great gant resistanç ha gant difficulte, e paoues d’hon affligea davantaich. Canit ive neuse Canticou spiriruel ; rac an drouc-speret en deveus cesset alies e operation dre ar voyen-se, evel ma remerguer en exempl eus a Saül, pehini a yoa siget pe bossedet gant an drouc-speret, ha peveus a hini e veze afflet hac arretet ar violanç dre ar Salmou pere a gane David. Mad ve deoc’h neuse en em occupi en œuvrou exterieur hac en ul labour bennâc, oc’h ober memes estreguet un seurt labour evit divertissa hoc’h ene hac e distrei diouz ar pez a ra e zristidiguez, hac evit purifia ha toma ar sperejou, da lavaret e, an humoriou pere a so enoc’h, pa zeo an dristidiguez ur bassion hac uo inclination eus ar gomplexion yen ha seac’h.