ar mad, nemet oc’h e lacat da veza disagreabl. An drouc-speret en em blich en dristidiguez hac er velancoli, evel ma chomo ebarz ivez eternelamant, hac e carre e ve peb-unan en dristidiguez eveldàn.
Ar goal dristidiguez a zeu da, droubli hon ene, d’hon lacat en inquietud ha da veza dreist voder en aon hac en amprehansion, d’hon degouti diouz an oræson, da assoupissa, da accabli hor cervell, d’hor priva eus a gusul, eus a resolution, a jugeamant hac a gouraich, ha da ziscar hon nerz. Bref ec’his ur gouan calet eo pehini a lam e oll guenet digat an douar, hac a zeu da c’hourraat an oll anevalet : rac an dristidiguez a lam ivez e oll douçder digat an ene, hac e rent casi paralitic hac impotant hep gallout en em servichout eus e oll faculteou. Ma c’hoarfe deoc’h jamæs, Philotee, beza attaquet gant ar goal dristidiguez-se, pratiquit ar remejou-mâ : ha trist eo unan bennâc, eme Sant Jaques, n’en deveus nemet pidi Doue. An oræson a so ur remed souveren, rac sevel a ra hor speret etrese Doue, pehini hepquen e hor joa hac hor c’honsolation ; mæs pa er petot, en em servichit eus a affectionou hac a gomsou quen interieur quen exterieur, pere ho touque d’ar fizianç ha d’ar garantez en andret Doue, evel ma ve lavaret, o va Doue leun a drugarez, va Doue leun a vadelez, va Salver