Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/29

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
17
d’ar Vuez Devot.

en andret un Directeur a dle beza cre ha douç hac a dle beza toutafæt santel ha sacr, toutafæt spirituel hac hervez Doue.

Ha rac-se choasit unan etouez mil, eme Avila, ha me a lavar deoc’h, choas unan etouez dec mil rac nebeutoc’h a gafer, eguet na ouffet lavaret, a guement a ve capabl da zirija an Eneou : ret eo e ve un Directeur leun a garantez, a squiant, hac a brudanç ; mar manq dezàn unan eus an tri zra-mâ, ez eus danger oc’h en em adressi dezàn. Hoguen lavaret a ràn deoch adarre : goulennit-èn ouz Doue, ha pa ho pezo-èn obtenet digantàn, trugarecait e Vajeste Divin ; dalc’hit-mad d’an Directeur-se, ha na dit quet da glasq re-all, mæs iit betec ennàn gant simplicite, gãt humilite ha gãt fizianç : hac er fæçon-se e reot ur veaich eürus en hent eus ho silvidiguez dindan e zirection.




AR PEMPET CHABISTR.
Penaus eo ret commanç ar vuez devot dre ar burgation eus an Ene.


AR Fleurachou, eme ar Pried sacr, a so coumancet da sevel en hon douar : deuet eo an amser da ziscoultra ha da dailla ar guez hac ar guiny. Hon Douar e hor c’haloun, ô Philotee, hac ar fleurachou pere a goumanç da sevel enhi, eo an desirou mad ; hac evel ma c’haparissont, eo