vezo hervez e galon ; ha na zouetit quet na roi deoc’h un Directeur mad ha fidel, pa dleffe digaç deoc’h un Eal eus an Eè, evel ma tigassas d’a vap Tobias.
Evit guir ivez ho Tiredeur a dle beza un Eal deoc’h, da lavaret eo, pa ho pezo-èn cafet, na considerit-èn quet evel un den simplamant, ha na liquit quet ho fizianç ennân nac en e c’houzieguez evel en un den, mæs e Doue, pehini ho favoriso hac a gomso ouzoc’h dre voyen an den-se, hac a lacaï en e galon hac en e c’henou ar pez a vezo requis evit ho profit : en hevelep-fæçon ma tleit e glevet evel un Eal, pehini a zisquenn eus an Eè evit ho cunduid’y. Digorit o calon dezàn franchamant gant peb sincerite ha fidelite, o rei dezàn sclear da anaout hac ho troug hac ho mad, hep diguisa na dissimuli netra ountàn ; ha dre ar voyen-se ho mad a vezo examinet ha rentet assuroc’h, hac ho troug a vezo courriget ha remediet ountàn : an hent-se e viot soulaget ha creheat en ho afflictionou, hac e viot moderet ha reglet en ho consolationou : ho pezet ennàn ur fizianç vras, mæs ho pezet ivez ur respet bras evintà en hevelep-fæçon na zui quet ar respet-se da ziminui ho fizianç, nac ar fizianç-se da ziminui ho respet. Fiziit ennàn gant ar respet e deffe ur verc’h evit he zat, ha refpetit-èn gant ar fizianç en deffe ur map en e vam ; bref, ar garantez