Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15
d’ar Vuez Devot.


Ar mignon fidel, eme ar Scritur Sacr, a so ur brotection hac ur souten crê ; nep en deveus èn cafet, en deveus cafet un tensor. Ar mignon fidel a so ur remed a vuez hac a immortalite ; hac ar re o deveus doujanç Doue a gafo ar mignon-se. Ar c’homsou divin-mâ, ec’his ma velit, o deveus evit but principalamant an immortalite, da lavaret eo, ar vuez eternel, p’evit hini e ranquer dreist peb-tra caout ar mignon fidel-se, pehini a ziouallo hon actionou dre e gusuliou hac e avisou mad, hac hor gouarantisso dre ar voyen-se diouz ar finessaou ha diouz an dromplerez eus an drouc-speret. Evel un tensor a furnez vezo deomp en hon afflictionou, en hon tristidiguezou hac en hor sempladureziou : servichout a rei deomp da remed evit soulagi ha consoli hor c’halon en hor c’hlènvejou spiriruel : hor miret a raï diouz an droug, hac e rento guell hor mad ; ha pa erruo un infirmite bennâc gueneomp, ec’h ampeicho na daï bete ar maro, rac hor sevel anezi, a raï.

Mæs piou a gafo ar mignon-se ? ar re o deveus doujanç Doue, eme ar fur, da lavaret eo, ar re humbl pere o deveus un desir bras d’én em avanç er vuez devot. Pa zeo a quer bras consecanç deoc’h, Philotee, monet gant un Directeur mad er veaich santel-mâ eus an devotion, pedit Doue gant un importunite vras ma fournisso deoc’h unan hac a