Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/26

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14
Introduction.

tiquet gant an oll Devodet ancien. Santes Theresa o velet an Itron Cathel a Gordoue oc’h ober pinigennou bras, e devoue cals a c’hoant d’e imita en drase a enep an avis eus he C’honfessour, pehini en difenne outi, ha pe da hini oa tentet da veza disobois er poent-se. Ha Doue a lavaras desi : va merc’h emaouc’h en un hent mad hac assur : c’hui a vel ar binigen a ra hounnez ; hoguen me a istim mui hoc’h oboissanç-hu. Evelse ivez e care ar Santes-mâ quement an oboissanç mâ c’heureu, ouzpen an hini a dlie d’he superioret, ur vœu particulier a oboissanç da un Directeur excellant, oc’h en em oblija da heul e zirection hac e avis, ar pez a roas dezi ur gonsolation ar vrassa ; evel a so bet c’hoarvezet gant cals a Eneou mad en he raoc ha var he lerc’h, pere evit en em renta fujetoc’h da Zoue, o deveus bet soumetet o volontez da hini o Directoret ; ha Santes Cathel a Siene a ro ur veuleudi vras en he Dialogou d’an oboissanç ha d’ar soumission-se. Ar Brinces devot Santes Elisabeth en em soumetas gãt un oboissanç hac a ioa estrainch da zirection an Doctor Conrad : chetu ama unan eus an avisou a roas ar Roue bras Sant Lois d’e vap abars mervel : iit alies, emezàn, da gofes, va map, ha choasit ur C’honfessour capabl, pehini a vezo un den prudant hac a allo disqui deoc’h gant peb assuranç ar pez a renquit da ober evit ho silvidiguez.