jadur, pere a yoa endro d’ar volontez, pehini hepquen assistet gant he Salver a resiste dre an dristidiguez, dre an displijadur ha dre an detestation hac ar gassoni ouz an droug pehini a yoa proposet dezi, o revusi ato he c’honsantamant d’ar pec’het pehini a yoa endro dezi. O va Doue pebez tristidiguez eo da un ene pehini a gar Doue, pa na oar quet so-quen pe hi a so en e c’hraç pe hi n’ema quet ; ha pa na oar quet pe èn a so mouguet en-hi pe èn na d’e quet an tan divin eus e garanrez pevit hini e combat : mæs hounnez eo ar fleur hac ar bleun fin eus a berfection ar garantez celestiel, da c’houzout e, ober da nep en deveus ar garantez-se soufr ha combati evit ar garantez, hep gousout hac èn en deveus ar garantez p’evit hini ha pe dre hini e soufr hac e combat.
A Philotee, an dentationou bras ha violant peveus a re hon eus comset bremâ souden, ne vezont, jamæs permetet gant Doue, nemet a enep an eneou pere a fell dezàn da ziorren d’e garantez pur hac excellant : mæs ne de quet cousgoude lavaret evit