Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/386

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
374
Introduction

quen disonest-se ? hac e lavaras dezi hor Salver : livirit-hu din-me, va merc’h, ar songesonou disonest-se eus ho calon pe laouenidiguez pe dristidiguez a roent-ii dec’hu ? pe blijadur pe zisplijadur ? hac e respontas dezàn, un displijadur hac un dristidiguez ar vrassa, emezi. Hor Salver a replicas, piou oa an hini a lequea an displijadur hac an dristidiguez vras-se en ho calon-hu nemedon-me, pehini a choume cuzet e creis hoc’h ene : credit din-me, va merc’h, ma na visen quet bet present, ar songesonou-se, pere a yoa endro d’ho volontez hep gallout e gounit, o divise-hi trec’het suraoualc’h, hac e visent antreet en-hi, en hevelep-fæçon ma ho pise ii recevet memes gant plijadur volontieramant, hac o divise roet ar maro d’hoc’h ene ; mæs evel ma edon ebarz, e lequean an displijadur hac ar resistanç-se en ho calon, pe dre hini en em vire endra alle ouz an dentation ; hac ec’his ne alle quet quement ha ma falle dezi, e sante mui a-se a zisplijadur hac a gassoni ouz an dentation hac outhi e-unan ; hac evelse ar poaniou-se a yoa ur merit bras hac ur pront bras evidoc’h, hac a roe deoc’h un augmentation vras a nerz hac a vertuz.

Guelet a rit diouz an exemplou-mâ, Philotee, penaus oa goloet a ludu an tan-se a garantez Doue ebarz er galon, hac oa antreet en-hi memes an dentation hac ar bli-