Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/385

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
373
d’ar Vuez Devot.


An Histor eus ar gombat e deoue Santes Catel a Sienne en hevelep sujet, a so toutafæt admirabl ; chetu amâ un abrege anezi. An drouc-speret en devoue conge digant Doue da attaqui ar burete eus at Plac’h santel-mâ gant e oll arraich, nemet n’en devoa quet ar bermission da douich outhi : ober a eureu’ta peb-seurt suggestionou impudic d’he c’halon ; hac evit e zenti davantaich e teue gant e gompagnunezou e furm goaset ha merc’het da ober mil seurt actionou vil hac iffam dirac he daoulagat ; oc’h ajouti var guemense comsou ha sollicitationou ar re zisonesta : ha peguement bennâc ma edo an traou-se a ziaveas dezi, cousgoude dre voyen ar guelet hac ar c’hlevet e c’hantreent larg en he c’halon pehini a yoa carguet anezo, evel ma en avoue e-unan, ha ne reste netra ganti nemet ar volontez pur a guement na vise heiget hac excitet gant an tempest-se a vileni hac a blijadurez ar c’hic, ar pez a badas pell bras, quen na voue un deiz ma c’happarissas hor Salver dezi, ha ma lavaras-hi dezàn : peleac’h edoc’h-hu, emezi, va Salver carantezus, pa oa leun va c’halon eus a guement a devaligen hac a lousdoni ? hac e respontas : edon e creis da galon, va merc’h, emezàn ; ha penaus, emezi, e reac’hu ho temeuranç em c’halon-me, eleac’h ma zoa quement a vileni ? ha chom a rit-hu e plaçou