quemense penaus e vent assur da erruout eno : rac aviziou ez e bet c’hoarvezet gant ar re pere a yoa bet ferm en dentationou violant, ma zint bet en em gafet trec’het gant an dentationou dister e deffaut beza bet fidel da brofita eus ar faver en devoa grêt Doue dezo : quememâ a lavaràn evit d’ar fin, mar gu’erru gueneoc’h beza jamæs affliget gant an dentationou bras-se, ma c’houiot ervat e teu Doue neuse d’ho favorisa gant ur faver extraordinal, pe dre hini e tisque penaus e fel dezâ ho renta bras ha considerabl dirac e visaich, ha ma viot ato cousgoude humbl hac en aon : hep en em assuri da allout trec’hi an dentationou munut, goude beza trec’het ar re vras nemet dreur fidelite continuel en andret e Vajeste.
Pe seurt tentationou bennâc eta a erruo gueneoc’h ha pe seurt plijadur bennâc a santot dreizo, endrâ zui ho volontez da revusi e c’honsantamant non pas hepquen d’an dentation mæs choaz d’ar blijadur, n’en em droublit morsetout ; rac Doue ne d’e quet offanset a guemense. Pa vez semplet un den ha pa na ro mui merq ebet a vuez, e lequeer an dourn var e galon, ha gant nebeut ma e santer o lammet, e teuer da jugi penaus ema e buez, hac e c’haller dre voyen un dour precius bennâc ober dezàn distrei en e nerz hac en e santimant ; evelse e c’herru aviziou dre ar violanç eus an dentationou