Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
92
Introduction.





AR PEMPET CHABISTR.
Var ar Gonsideration, pehini eo an eil quevren eus ar Veditation.


GOude an action eus an imagination ec’heul an action eus an entendamant, pehini a c’halvomp Meditation ha ne de quen-tra nemet unan pe gals a gonsiderationou great, evit excita hon affectionou en andret Doue hac e quènver an traou divin ; hac en dra-se eo ez e dizènvel ar veditation diouz ar studi ha diouz ar songesonou ha considerationou-all, pere ne de quet evit acquisita ar vertuz pe garantez Doue eo e vezont great, mæs evit ur fin hac un intention-all bennâc, evel ma zeo evit beza gouiziec, peautramant evit scrifa pe disput var quemense. O veza’ta ranfermet ho speret, evel am eus lavaret, ebarz er sujet pehini a fel deoc’h da vedita, daoust pe dre an imagination, mar deo sansibl ar sujet, pe dre ar songeson hepquen, mar deo insansibl ; e commançot da ober varnezàn considerationou, peveus a re e vellot exemplou furmet ha dresset-oll er meditationou am eus roet deoc’h amâ diaraoc. Mar quef ho speret aoualc’h a c’hout, a sclerigen hac a frouez en unan eus ar c’honsiderationou, en em arretot enhi, hep mont pelloc’h; oc’h ober evel