Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
d’ar Vuez Devot.

ar guenan pere ne guitaont quet ar fleur endra quefont mel enhi da zestum ; mæs ma na guifit quet a c’hout hervez ho souet en unan eus ar c’honsiderationou, goude beza marc’hateat hac esseat un nebeut e tremennot da un all ; hoguen iit adoug-ho-cam ha gant simplicite ebarz en affer-mâ hep en em bressi nac en em inquieti na cals na nebeut.




AR C’HEC’HVET CHABISTR.
Var an affectionou ha resolutionou, pehini eo an drede quevren eus ar Meditation.


AR Meditation a zigaç mouvamanchou ha santimanchou mad en hor volontez, evel ma zeo carantez Doue ha carantez an Nessa, an desir d’ar Barados ha d’ar C’hloar, ar c’houant bras da gontribui e silvidiguez an eneou, an imitation eus a vuez hor Salver, ar gompassion, an admiration, ar rejouissanç, an doujanç rac droulanç Doue, rac ar Varn hac an Ifern : ar gassouni ouz ar pec’het; ar fizianç er vadelez hac en drugarez a Zoue ; ar vez hac ar gonfusion o consideri ar goual vuez hon eus cunduet. Hac e tle hor speret en em arreti en affectionou-mâ muia ma vezo possibl.

Ne rancac’h quet cousgoude, Philotee, en em arreti quement en affectionou general-se na zeuac’h d’o c’honvertissa e resolutionou particulier evit en em gourrija hac en