Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/290

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
Introduction

cipalamant : rac a enep ho calon eo ez e courroucet va c’holer. Certenamant evit en em zisober diouz an debron, ne deus quet quement a izom d’en em voalc’hi, evel a so da burifia ar goad ha da refresqui ar felc’h : dememes evit en em zisober diouz hor viçou, ez e mad evit guir mortifia hor c’hic, mæs necesser eo dreist peb-tra purifia ervat hon affectionou ha refresqui hor c’halon : hoguen arabat eo an oll antrepreni nep seurt austeriteou corporal nemet gãt avis hon Directeur.




AR PEVARE CHABISTR
varnuguent.
Evit ar gonversationou pe an antretienou, hac evit ar solitud.


CLasq ar gonversationou pe an antretienou, ha tec’het diouto toutafæt, a so diou extremite pere a so da veza blamet en devotion civil peveus a hini e comsàn deoc’h ; rac tec’het diouz peb compagnunez ha diouz peb antretien a sant a zisprigeanç eus an nessa, hac o c’hlasq ivez a sant a feneantis hac a lesireguez. Ret e caret hon nessa eveldomp hon-unan ; hac evit disquez er c’heromp ne dleomp quet tec’het diouz e antretien na revusi beza gantàn ; hac evit disquez en em gueromp hon-unan, e tleomp chom gueneomp hon-unan ive pa vezomp :