Quenta quevren - Ar pempet Meditation hac an trizecvet Chabistr
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 45-48)
1. En em liquit e presanç Doue.
2. Goulennit ountâ e c’hraç.
En em imaginit ez ouc’h clàn var ho quele gant ur c’hlènvet marvel, hep esperanç ebet da barei.
1.
Onsiderit penaus ne ouzoc’h nac an deiz nac an heur ma varvot. O va ene, ur veich e sortiot eus ar c’horf-mâ ! Hoguen peur vezo ? hac er gouàn vezo peautramant en hàn ? hac e kear vezo peautramant var ar meas ? hac en deiz vezo peautramant en nos ? hac hep e songeal vezo peautramant goude beza avertisset ? ha dre glènvet vezo pe dre acccidant ? ha c’hui ho pezo amser da gofes, pe c’hui n’ho pezo
quet ? ha c’hui a vezo asistet gant ho Confessour ? Allas ! ne ouzomp netra eus a guemense-oll: ar pez ma zomp sur anezàn hepquen eo ma varvimp, hac ato quent eguet na songeomp.
2. Considerit penaus e finisso neuse ar bed evidoc’h. Ya, ar bed-mâ ne vezo mui netra dec’hu : disparissa a raï a zirac ho taoulagad ; ha neuse ar bligeadurezou, ar vaniteou, pep seurt joa monden, pep seurt affection vean ha pep seurt attaich fall a seblanto deoc’h evel ur squeut pe ur gouabren o tremen ebiou. Ah ! miserabl ma zoun, pe evit rambre ha pe evit bagatelez em eus-me offanfet va Doue ! Neusè e vellot penaus hoc’h eus quiteat Doue evit un neant. Er c’hontrol neuse ho pezo avi ouz an devotion, hac ouz an œuvrou mad pere a seblanto deoc’h beza douç ha da veza desiret bras. Ha petra n’am eus-me heuliet an hent-se pehini a so quer caer ha quen agreabl, eme viot-hu ? Neuse ar pec’hejou pere a gafac’h bian a gueffot bras evel meneziou, hac ho tevotion a gueffot dister meurbet.
3. Confiderit ar c’himiat trist ha melconius a raï hoc’h ene diouz ar bet-mâ : lavaret a raï adeo evit mad d’ar binvidiguezou, d’ar vaniteou, d’ar gompagnunezou vean, d’ar plijadurezou, d’an tremen-amser, d’ar vignonet pe vignoneset, d’an ameseyen, d’ar guerent, d’ar pried ha d’an oll, hac erfin d’e c’horf pehini so steanet ha melenet, diffiguret ha flerius.
4. Considerit pe gant quement a bres e vezo lianet ha savet ar c’horf-se evit e guzet en douar ; ha quemense great, ne songeo nemeur ar bed enoc’h mui ; ancounec’heat viot couls ha-ma hoc’h eus ancounec’heat ar re-all pere a so bet en ho raoc. Doue ra roï joa d’e ene, a vezo lavaret, ha chetu eno tout. O Maro ! te a so da veza confideret ! re a so c’huero ha didruez !
5. Considerit penaus, evel ma sorti an ene eus ar c’horf, e quemer an hent a zeou pe a gleiz. Allas ! peleac’h e zaï hoc’h hini-hu ? Pebez hent a raïo-hi ? Quen hent ne-met an hini e devezo commancet er bed-mâ-sur.
1. Pedit Doue hac en em strinquit etre e zivrec’h. Allas ! va Autrou ha va Salver, pliget gueneoch va receo dindan ho protection en deiz terribl-se, ha renta din an heur-se eürus ha favorabl, pa dleffe an oll deiziou hac an oll heuriou-all eus va buez beza leun a dristidiguez hac a affliction.
2. Disprigit ar bed-má. Pa na oun quet an heur ma rinquin da guitaat, o bet tromplus, ne fell quet din en em staga ouzit. O querent ha mignonet pe mignoneset quer, permetit n’am bezo mui quen affection evidoc’h nemet un affection santel pehini a allo padout eternelamant; ra peadra en em attachi ouzoc’h dre un affection hac un union fall pehini a ranquer da derri ha da guitaat ? Me a fell din en em brepari a vremâ dar maro, ha quemeret ar sourci a so requis evit tremen eürusamant ar passaich-se. Me a fell din assuri va c’houstianç e stad vad muia ma illin, ha lacât urz en dra-m’an-dra p’en hini e vancàn.
Trugarecaït Doue eus ar resolutionou-mâ en deveus roet deoc’h, offrit-y d’e Vajeste. Suppliit-èn ur veich c’hoaz da rei deoc’h ur maro mad dre ar merit eus an hini en deveus gouzanvet e Vap quer evidoc’h. Goulennic sicour diouz ar Verc’hes ha diouz ar Sent. Pater noster, &c. Ave Maria, &c.
Grit ur Bouquet eus ar Myrh pehini a represant ar Maro.