Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6
Introduction.

a so etre an tan hac ar flam ; rac ar garantez eo an tan Spirituel eus an Ene, ha pa vez anflammet bras enni e galver devotion : en hevelep-fæçon an devotion ne adjout quen tra var an tan eus ar garantez nemet ar flam, pehini a rent ar garantez pront, esquis, ha diligeant quen da observi Gourc’hemennou Doue, quen da heul ha da exerci e gusulyou hac inspirationou celestiel.




AN EIL CHABISTR.
Ar vertus hac an excellanç eus an devotion.


AR re a zigourage gueichall an Israëlitet da vont d’an Douar a bromission, a lavare dezo penaus ez oa ur vro, hac a zevore an habitantet anezi, da lavaret ê penaus an ear a yoa eno quer malin, na allet quet beva pell ebars, hac oa quer bras ha quer cruel, emezo, tud ar vro-se, ma tebrent an dud all ec’his guesclevet. Chetu ase, Philotee, pe e fæçon e teu ar bet da zecria muya ma c’hell an devotion santel, o represanti an dud devot gant ur visaich tear, trist ha chagrin, hac o lavaret e vez caus an devotion da gaout un humor chagrinus ha cassaüs. Mæs evel ma c’hassure an daou zen santel Caleb ha Josuë penaus an douar a bromission a yoa ur vro gaër hac ur vro excellant, hac e vise agreabl ar jouissanç anezi ; de memes e teu ar Spe-