Mont d’an endalc’had

Quenta quevren - An uguentvet Chabistr

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 66-69)





AN UGUENTVET CHABISTR.


Ur Brotestation gaër evit imprima en Ene ar resolution da servicha Doue, hac evit conclui an actou a binigen.


ME pehini a sin amâ, en em lequeat e presanç Doue eternel hac e presanç an oll Gourtisanet celestiel, o veza consideret an drugarez infinit eus e vadelez divin em andret, crouadur indin ha dister ma zoun, crouet gantâ eus a netra, conservet, soutenet, dilivret diouz quement a zangerou, ha carguet eus a guement a c’hraçou : hoguen dreist peb-tra o veza consideret an douçder hac ar vadelez infinit pe gant hini en deveus ar Salver divin-se va zoleret ha va gouzanvet quement em pec’hejou, en deveus va inspiret quen-alies ha quen amiabl, oc’h va c’houvia d’en em amanti, hac en deveus quer patiant va gortoet da ober pinigen ha da regreti va buez tremenet bete-vremàn, ma emaoun en oat eus a quement-ma-quement a vloaveziou, en despet d’an oll ingrateri ha d’an oll infidelite am eus bet oc’h e offançi quen imprudant, o tifferi cheinch a zeiz-e-zeiz hac o tisprijout e c’hraçou : goude beza consideret penaus d’an deiz eus va Badiziant sacr e ouen quen eürus da veza santelamant gouestlet ha dediet d’am Doue evit beza unan eus e vugale, ha penaus a enep ar brofession hac ar bromessa pehini a oue great neuse em hano, ez oun bet quer maleürus ha quen detestabl da brofani ha da gourrompi va speret ; oc’h e applica hac oc’h e implija a enep e Vajeste divin. Erfin o tistrei bremâ enon-vahunan prosternet a galon hac a speret dirac an Tron eus ar Justiç divin, en em anavàn, en em avouàn hac en em accusàn penaus ez oun gant ræson cafet coupabl eus ar c’hrim a lez-Majeste divin, ha caus da Varo ha Passion Jesus-Crist, abalamour d’ar pec’hejou am eus coumetet, p’evit re eo bet maro hac en deveus souffret an tourmant eus ar Groas ; en hevelep-fæçon eta ma zoun dîn da veza da jamæs collet ha daounet.

Mæs oc’h en em drei varzu an Tron eus an drugarez infinit a Zoue eternel, goude beza detestet a greis va chaloun hac eus va oll nerz ar pec’hejou eus va buez tremenet, e c’houlennàn hac e requettàn humblamant graç, pardon ha misericord gant un absolven antier eus va c’hrim e vertuz ar Maro ha Passion eus va Autrou ha va Redemteur, pe var hini en em fountàn ec’his var ar fount uniq eus va oll esperanç. Avoui a ràn a nevez hac e teuàn da nevezi ar brofession sacr a fidelite, pehini a so bet great eus va ferz da Zoue pa ouen badezet, o renonç d’an drouc-speret, d’ar bed ha d’ar c’hic, o tetesti o zentationou, o sollicitationou, o vaniteou hac o c’honcupissanç maleürus evit an oll amser eus va buez hac evit an oll eternite ; hac oc’h en em gonvertissa ouz va Doue deboner ha truezus, e tesiràn, e proposàn, e tiliberàn hac en em resolvàn evit mad d’e servicha ha d’e garet bremàn hac eternelamant, o rei dezàn evit ar fin-se hac o consacri dezàn va speret gant e oll faculteou, va ene gant e oll buissançou, va c’halon gant e oll affectionou, va c’horf gant e oll santimanchou ha squianchou natural, o protefti penaus biquen mui ne abusin a netra-tout eus ar pez ma zoun, a enep e volontez divin hac e Vajeste souveren, pe da hini e teuàn d’en em sacrifia ha d’en em immoli a speret evit beza da jamæs ur c’hrouadur leal, oboissant ha fidel dezàn, hep e falfe din jamæs en em zislavaret na queuzi d’am resolution. Hoguen allas! ma c’hoarfe din dre dentation an adversour pe dre un infirmite humen bennac ober e nep fæçon ar c’hontrol d’ar resolution ha d’ar gonsecration-mâ pehini a ràn, e teuàn da brotesti a vremàn ha d’en em broposi, moyenant graç ar Speret-Santel, d’en em sevel eus ar stad-se evel ma en em santin couezet ennàn, oc’h en em gonvertissa adarre ouz an drugarez divin hep retardamant nac appel ebet. Quememàn eo va volontez, va intation ha va resolution ferm, pehini a avouàn hac a assuràn hep reservation nac exception ebet, er bresanç adorabl eus va Doue, dirac an Ilis Triomfant, ha dirac an Ilis Militant va Mam santel, pehini a gleo an declaration a ràn bremâ e personaich an hini pehini evel Officer dezi, am c’hleo en action-mâ. Ra blijo gueneoc’h, o va Doue eternel, oll-c’halloudec ha leun a vadelez, Tad, Map ha Speret-Santel, confirma enon ar resolution-màn, ha caout agreabl ar sacrifiç cordial hac interieur-mâ pehini a bresantàn deoc’h. Hac ec’his ma ze pliget gueneoc’h rei din an inspiration hac ar volontez d’e ober, roit din ivez an nerz hac ar c’hraç requis evit e accomplissa. O va Doue, c’hui eo va Doue, Doue va c’halon, Doue va ene, Doue va speret ; evellen hoc’h anavàn hac hoc’h adoràn bremâ hac evit an oll eternite Gloar da Jesus. Amen.