Trede quevren - An eil Chabistr ha tregont

Eus Wikimammenn
troet gant Charlez ar Brizh.
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?)  (p. 318-320)





AN EIL CHABISTR HA TREGONT.
Var ar c’hoariou difennet.


AR c’hoariou eus an dinçou hac eus ar c’hartou , hac an hevelep c’hoariou-se, pe en re e tepand ar gounit principalamant diouz an hazard ; ouzpen ma zint recreationou dangerus, evel an dançou, ez int ive simplamant ha naturelamant goal recreationou, pere a so da veza blamet ; ha rac-se int difennet dre al lesennou quen Civil quen Ecclesiastic. Mæs pebez droug a so er c’hoariou-se, eme viot-hu ? an droug eo, ma c’herru ar gounit enno, non pas hervez ar ræson, mæs hervez ar sort hac an hasard, pehini a gouez alies gant nep na verite netra hervez an habilite hac an higin : offanset eo ar ræson eta en dra-se. Ya hoguen, eme vezo c’hui, contant oump an eil-tu hac eguile da c’hoari er gondition-se. Quemense a so mad evit disquez penaus nep a c’hounez ne ra gaou ebet ouz ar re-all, mæs ne ampeich quet na d’e ar gondition hac ar c’hoari control d’ar ræson ; rac ar gounit, pehini a dle servichout da recompans evit an industri, hac evit an habilite pe an higin, ne servich en seurt c’hoariou-se nemet da recompansi ar sort hac an hasard, pehini ne verit recompans ebet, pa na zepand na cals na nebeut diouzomp.

Ouzpen-se ar c’hoariou-se a zoug an hano a recreation hac a-so great evit quemense, ha cousgoude ne dint morsetout ur recreation, mæs un occupation geinus : rac penaus e c’halle beza recreation un exerciç, pe en hini e ranquer derc’hell ar speret bantet hac appliquet gant un attantion continuel, ha geinet ato gant an inquietud, an amprehantion hac an ampressamant ? hac en so application nac attantion ebet tristoc’h, enoüussoc’h ha meIancoliussoc’h eguet hini ar c’hoarieurien ? evelse ive ne ranquer quet parlant var o c’hoari, ne ranquer quet choarzin, ne ranquer quet passaat, peautramant chetu-ii e dipit hac e coler. ,

Erfin ne deus quet a joa en seurt c’hoariou-se nemet o chounit ; mæs ha ne de quet ur goual joa e hounnez, pa na aller e c’haout nemet dre ar c’holl hac an displijadur eus an nessa ? suraoualc’h ez e hounnez ar rejouissanç iffam. Evit an teir ræson-mâ’ta eo difennet an seurt c’hoariou-se. Ar Roue bras Sant Lois o c’houzout penaus edo e Vreur hac un Autrou-all o c’hoari, a savas peguement bennâc ma oa clàn, hac a yeas d’o chambr en ur vrancellat quer sempl oa, hac o veza quemeret an dinçou pe ar c’hartou hac un darn eus an arc’hant pehini a yoa er c’hoari, o strincas dre’r prenestr er mor gant ur gourrouç vras outho. An Demesell chast ha santel Sara, o parlant ouz Doue eus he innoçans hac eus he c’homportamant vad, a lavare ; c’hui a oar ervat, emezi, va Doue, penaus ne doun biscoas en em boulset etouez ar c’hoarieurien.