Trede quevren - An trede Chabistr ha tregont
Youen-Yan-Lois Derrien, 1779-1792 (?) (p. 320-325)
ha tregont [1].
R Pried sacr e Cantic ar C’hanticou a lavar penaus e gounezet e galon gant e vignonez e pried dre voyen unan eus he daoulagat ha dre voyen unan eus a vleo he fenn. Etre an oll guevrennou exterieur eus a gorf an den, ne deus nicun a guement a ve noploc’h, eguet al lagad, na disterroc’h eguet ar bleo. Ha rac-se e fell d’ar Pried divin rei da entent penaus ne de quet hepquen an œuvrou bras eus an dud devot eo a so agreabl dezàn, mæs ivez ar re zisterra hac ar re vila ; ha penaus evit e servicha diouz e c’houd e ranquer caout ur sourci bras d’e servicha ervat en traou bras hac huel hac en traou bian ha dister, pa ellomp gant an eil re hac o hentez anezo oll gounit e galon dre garantez.
En em breparit eta, Philotee, da soufr cals a afflictionou bras evit hor Salver, memes ar verzerinti : en em resolvit da rei dezàn quement hoc’h eus a breciussa, mar be e volontez e guemeret, daoust pe hoc’h arc’hant hac ho madou-all, daoust pe ho tad, ho mam, ho preur, ho c’hoar, ho pried, ho pugale, pe re-all ma hoc’h eus muia carantez outho, ha memes ho taoulagad hac ho puez ive : rac da guemense e tleit prepari ha dispos ho calon. Mæs endra na zigas quet ar Brovidanç divin afflictionou quer sansibl ha quer bras-se deoc’h, ha na c’houlen quet digueneoc’h ho taoulagad, roit dezàn da viana ho pleo ; me a fell din lavaret, supportit gant douçder an injuriou munut, an incommoditeou bian, hac ar c’hollouigou dister pere a ell erruout gueneoc’h bemdez : rac dre voyen an occasionouigou dister-se, mar o recevit gant carantez ha gant resignation d’e volontez, e chounessot antieramant e galon, hac e reot ma vezo tout deoc’h. Ar chariteouigou hac an alusennouigou-se, pere a rit bemdez ; ar boan benn-se, ar boan dent-se, an difluxion-se, an humor chagrinus ha bigarre-se eus a nep ma emaouc’h assambles gantâ pe ganti, an accidant-se a so erruet gant un dra bennâc oc’h e derri, an disprijanç pe ar mouzerez hac ar rebut-se hoc’h eus diouz ur re bennâc, ar c’hol-se eus ho c’heuriou, eus ho chapelet, eus ho coualen, eus ho mouchouer, pe eus un dra zister-all bennâc evelse ; an nebeudic incommodite-se o vont da gousquet abret hac o sevel mintin da bidi Doue, da vont d’an Oferen, da vont da Gommunia ; an nebeudic mez-se oc’h ober certen actionou a zevotion dirac ar re-all ; bref an oll souffrançouigou ha poaniouigou-se, quen var ar c’horf quen var ar speret, o veza quemeret hac acceptet gant carantez abalamour da Zoue a ro ur gontantamant vras meurbet d’e vadelez divin, pehini evit ur verennat dour hepquen e deveus prometet ar mor eus a bep eürusdet d’e servicherien fidel : hac evel ma en em bresant an occasionou-se da bep mare, ur voyen vras evit destum cals a binvidiguez spirituel eo ober un usaich mad anezo.
Pa em eus guelet e buez Santes Catell a Sienne quement a ravissamanchou hac a elevationou a speret, quement a ziscoursou sur, hac a bredicationou memes great ganti ; n’em eus quet douetet, n’e deveus bet ravisset gant al lagat-se a gontemplation calon he Fried celestiel : mæs ne doun quet bet nebeutoc’h consolet, pa em eus-hi guelet e queguin he Zad o trei ar ber gant humilite, o brepari ar bouet oc’h embreguer an toas da lacat er forn, hac oc’h ober ar servichou disterra eus an ty gant ur gouraich leun a garantez en andret he Doue : ha ne istiman quet nebeutoc’h ar veditation vian ha dister pehini a rea e mesq ar servichou vil hac isel-se, eguet an extasou hac ar ravissamanchou e deoue quellies a veich, pere ne ouent roet dezi martese nemet e recompans eus an humilite, eus ar soumission hac eus ar simplicite-se. Chetu ama he meditation hac he reflexion er servichou dister-se, pa veze o prepari e vouet d’he Zad, e quemere en he speret evel pa er grase evit hor Salver, evel ur Santes Martha, o consideri he Mam e plaç an Itron Varia, hac he Breudeur e plaç an Ebestel ; hac er fæçon-se en em gourage da servicha en he speret an oll gourtisanet celestiel, hac en em lequea da ober ar servichou dister-se gant un douçder vras, abalamour ma c’houie ervat oa volontez Doue quemense : lavaret em eus an exempl-mâ, Philotee, evit ma c’houiot peguen important eo dressi ervat hon oll actionou da servich Doue, peguer vil ha peguen dister bennâc e c’hallent beza, oc’h o ober oll er guel da blijout d’e Vajeste divin.
Evit quemense ho cusulian hac hoc’h exhortàn muia ma ze possibl din da imita ar vaoues cre-hont pehini a so bet quer meulet gant ar fur Salomon hac ar represant un ene mad ha pehini, evel en deveus lavaret, a laquea he dourn da ober traou cre, traou bras ha traou caer, ha cousgoude ne lese quet na neze ha na droe ar verzid. He dourn e deveus impliget e traou cre, eme ar Fur, hac he bisitat o deveus quemeret ar verzid. Liquit ho tourn ive da ober traou cre ha traou bras, oc’h en em exerci da ober oræson ha meditation, da frecanti ar Sacramanchou, da rei carantez Doue d’an eneou, da scuilla inspirationou mad e calonou ar re-all, hac erfin da ober oeuvrou bras, oeuvrou a gousecanç, ervez ar stad hac ar vocation ma emaouc’h o veva. † Mæs na ancounec’hait quet ivez ho querzit hac ho quiguiel (ouz peb ene mad e comser amâ quen a c’hoas quen a voues.) † [2] N’ancounec’hait quet ho querzid, da lavaret eo, pratiquit ar vertuziouigou dister hac humbl-se, pere a gresq evel boquejou ec’hars treid ar Groas, ec’his ma zeo renta servich d’ar beorien, guelet an dud clàn, caout sourci eus a dud o ty hac eus ho famil hac eus an œuvrou pere a zepand diouz ar sourci-se, ha caout un diligeans prositabl pehini n’ho leso quet da veza lesirec na da goll an amser. Hac e mesq an traou-se oll, etouez an oll servichou hac an oll sourciou-se taolit an hevelep considerationou hac an hevelep reflexionou mad pere am eus lavaret brema-souden eus a Santes Catell a Sienne.
An occasionou bras da servicha Doue n’en em bresantont nemeur a veich, mæs ar re vian a erru alies. Hoguen piou bennâc a vezo fidel en occasionou bian hac e nebeut a dra, eme hor Salver, a vezo etablisset var gals : grit eta peb-tra en hano hac er guel a Zoue, hac e reot ervat peb-tra ; pe c’hui a zebro, pe c’hui a efo, pe c’hui a gousco, pe c’hui en em zivertisso, pe c’hui a droi ar ber, pe c’hui a raï un dra-all, nemet e c’houiot ervat menagi hoc’h afferou hac hoc’h oll sourciou er guel a Zoue, e profitot ato cals dirazàn, oc’h ober quement a reot abalamour ma fell dezàn mar-quirit ; va Doue, me ra quememâ eyit plijout deoc’h, ho volontez bezet great.