Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
41
d’ar Vuez Devot.

sourcius da implija ar moyenou pere a so en Ilis evit en em savetei hac evit caret Doue. Ya, me a frecanto an oræson, ar Sacramachou hac an instructionou-mad ; me a heulio an inspirationou hac an avertissamanchou a zui din aberz Doue.

Conclusion.

1. Trugarecaït Doue eus an anaoudeguez en deveus roet deoc’h bremâ eus ho tever hac eus ar graçou pere hoc’h eus recevet digantâ.

2. Offrit dezàn ho calon gant hoc’h oll resolutionou.

3. Pedit-èn d’ho crehât evit ma talc’hot mat dezo ha ma o lequeot e pratiq dre ar merit eus a Varo e Vap. Implorit an intercession eus ar Verc’hes hac eus ar Sent. Pater noster, &c.

Grit bremâ ho Poquedic spirituel.




AR BEDERVET MEDITATION
hac an daouzecvet chabistr,
Var ar Pec’hejou.


Ar Breparation da vedita.

1. En em liquit e presanç Doue.
2. Suppliit-èn d’hoc’h inspira.


Considerationou ha Reflexionou.

1.
SOngit pegueit so aba zouc’h commancet da bec’hi, ha considerit peguement