Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
40
Introduction.

mad eff-èn ! É a so pinvidic ho calon-hu ebarz e trugarez ! Va Autrou, c’hui a so liberal e graçou hac e madelezou !. O va ene, discleriomp da jamæs peguement a c’hraçou en deveus great Doue deomp !

2. Admirit hoc’h ingrateri. Mæs petra oun-me, o va Autrou, ma hoc’h eus bet memor ac’hanon ? O peguer bras eo bet va indignite ha va mechancete-me ! Allas ! foulet em eus dindan va zreid ho mad-oberou ; disenoret em eus ho craçou dre ma em eus-y troet en abus hac e disprigeanç eus ho madelez souveren. Eleac’h un abym a c’hraç hac a faver ho poa em andret, n’em boa nemet un abym a ingrateri en hoc’h andret-hu.

3. En em excitit d’an anaoudeguez-vad en andret Doue. Hebien eta, o va c’halon, na vez mui infidel, ingrat ha disleal en andret ar mad-oberour bras-se. Ha penaus na ve quet va ene-me sujet hac oboissant hiviziquen da Zoue, pehinl en deveus great qument a vurzudou a chraç enon hac evidon ?

4. Ah ! va Philotee-me, distaguit ho corf diouz ar bligeadur-m’ar-bligeadur, diouz ar satisfaction brutal-se pehini hoc’h eus roet dezàn ; liquit-ên da servicha Doue pehini en deveus pourveat quement anezàn ; appliquit hoc’h ene d’e anaout ha da veza anaoudec ountàn dre an exerciç-m’an-exerciç pehini a so requis evit quemense. Bezit