Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
39
d’ar Vuez Devot.

tez, ha Doue n’en deveus quet permetet e visac’h quer miserabl-fe.

2. Considerit an donæsonou eus ar speret. A bet hini so var an douar hac a so sot, pe arraget, pe zisquiantet ; ha petra na douc’h-hu quet eus an niver-se ? Doue en deveus ho favoriset. Pet so hac a so bet maguet rustiq hac inorant bras, hac ar Brovidanç divin e deveus lequeat hoc’h elevi hac ho tisqui erfat.

3. Considerit ar graçou spirituel en deveus roet Doue deoc’h :chetu c’hui unan eus a vugale an Ilis : Doue en deveus roet deoc’h ar c’hraç d’e anaout adalec ho yaouanctis. Peguen alies a inspiration hac a sclerigen interieur hac a remors a goustianç en deveus-èn digacet dec’hu evit hoc’h obligea d’en em amanti ? Peguen alies a veich en deveus-èn pardonet deoc’h ho pec’hejou ? Peguen alies a veich en deveus-èn ho tilivret diouz an occasionou ma oac’h exposet enno d’en em goll ? hac an amser dremenet-se ha ne doa-hi quet ur gommodite vras evidoc’h-hu d’en em avanç e silvidiguez hoc’h ene ? Guelit un nebeut a boent e poent peguen douç ha peguer favorabl e bet Doue en hoc’h andret.

Affectionou ha Resolutionou.

1. Admirit ar vadelez a Zoue. O peguer mad eo va Doue em andret-me ! O peguer