Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
Introduction.

e cresquet an niver eus ar pec’hejou en ho calon abaoue ar gommançamant guenta-se, ha penaus hoc’h eus-y bemdez augmantet a enep Doue, en hoc’h enep hoc’h-unan hac a enep ho nessâ dre œuvrou, dre gomsou, dre zesirou ha dre songesonou.

2. Considerit ar goall inclination a so ennoc’h ha peguement hoc’h eus-y heuliet. Ha diouz an daou boent-mâ e vellot ez e brassoc’h an niver eus ho pechejou eguet eus a vleo ho pen, ha memes brassoc’h eguet an niver eus ar sabl a so var bord ar mor. .

3. Considerit e particulier ar pec’het a ingrateri en andret Doue pehini a so ur pec’het general hac en em asten var an oll bec’hèjou-all, hac o rent grevussoc’h cals. Sellit eta peguement a c’hraçou en deveus great Doue deoc’h, ha penaus hoc’h eus abuset anezo tout en e enep : particulieramant songit peguemenr a inspirationou hoc’h eus negliget, hac a bet mouvamant mad hoc’h eus rentet inutil, ha dreist pep tra peguen alies a veich hoc’h eus recevet ar Sacramanchou, ha peleac’h ema ar profit anezo. Petra hoc’h eus-hu great gant ar perlesennou precius-se en devoa roet deoc’h Pried hoc’h ene evit e orni ? Goloet hoc’h eus-y oll dindan ho pec’hejou. Pe gant preparation hoc’h eus-y recevet ? Songit eta en ingrateri-se hoc’h eus bet en andret Doue pehini n’en deveus paoueset o redec