Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/379

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
367
d’ar Vuez Devot.

eguet da zires bete quern ar menez eus ar berfection gristen : mæs pa gommançomp d’en em furmi dre hon desirou hac hon resolutionou mad, e commanç ive diouasquel da zont deomp ; ret eo esperout eta penaus e vezzimp ur veich guenan spirituel hac e teuimp da nigeal : hac o c’hortos bevomp gant ar mel eus a guen-alies a instruction hac a exempl mad o deveus leset an Devodet ancien gueneomp, ha pedomp Doue ma roi deomp diouasquel ec’hiz d’ar goulm, evit ma c’hallimp non pas epquen nigeal en amser eus ar vuez presant, mæs ivez en em reposi en eternite eus ar vuez da zonet.




AN TREDE CHABISTR.

Var an natur eus an dentation, ha var an diffaranç a so etre santout an dentation ha consanti dezi.


EN em imaginit, Philotee, ur Brinces yaouanc pehini a so caret-bras gant he fried, ha penaus un den mechant bannâc evit e debochi da derri ha da souilla he friedelez, a zigaç betec enni ur messager iffam bennâc eus a amourousdet evit conferi ha treti ganti var e zessein maleürus. Da guenta e propos ar messager-se d’ar Brinces-mâ intantion e Vestr ; d’an eil e quef ar Brinces agreabl pe zisagreabl ar proposition hac ar guemennadurez ; d’an trede e teu da gon-