Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/380

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
368
Introduction

santi pe da revusi : toudememes Satan, ar bed hac ar c’hic, o velet un ene, pried da Vap Doue, a zigaç dezi tentationou ha suggestionou dre bere da guenta e vez proposet ar pechet dezi ; d’an eil e teu-hi var gue-mense d’en em bligeout pe en em zispligeout ; d’an trede erfin e teu da gonsanti pe da revusi : ar re-mâ eo an teir fasen da zisquen er pec’het, da c’houzout eo, an dentation, ar blijadur hac ar gonsantamant ; ha peguement bennâc na ve quet anavezet quer sclear an teir action-mâ e pep seurt pec’hejou-all, o anavezer cousgoude patant aoualc’h er pec’hejou bras hac enorm.

Pa bate an dentarion queit hac hor buez, pe a bec’het bennâc e c’halle beza, ne ouffe quet hon renta disagreabl d’ar Vajeste divin, gant na bligeo quet deomp, ha na gonsantimp quet dezi. Ar ræson a guemense eo abalamour en dentation ne de quer agissa eo a reomp, souffr ha patissa eo ; ha pa na quemeromp quet a plijadur enni, ne ellomp caout ive nep seurt pec’het enni Sant Paul a souffras pell-amser an dentationou eus ar c’hic, hac eleac’h beza disagreabl da Zoue, gant an dentationou-se, oa er c’hontrol glorifiet bras Doue dreizo. Ar plac’h eürus Angela eus a Foligny a snte tentationou quer cruel eus ar c’hic ma zoa un truez e c’hlevet oc’h o recita. Sant Frances ha Sant Beneat o devoue ive tentationou bras meurbet